Newez !
- LanigTan : ar valeeres-wèb Firefox en brezhoneg tradissionel.
(an enstalassïon-mañ na gerzh ket mui...) - LapousKurun : ar vessajerezh Thunderbird en brezhoneg tradissionel.
Klikit amañ da enstaliñ ar version 1.0 deusouti.
Petra eo Mozilla ?
Mozilla zo ul lojissiel ewid implij Internet. E-barzh ennañ e
gaver war un dro ur browser (ewid bale-Web : Navigator), ur v-messajeres, ha benwiji all
(da skwer Composer, da sevel pajennoù-HTML) ...
Kerzhoud a ra gant ur bern OS-où, Windows, Mac ha Linux en o zouesk.
Dre benaos eo deuet d'ar bed ?
Mozilla zo ul lojissiel open source (kod digor – forzh piw zo libr da implijañ anehañ ha, dindan serten kondissionoù, da zistribuiñ anehañ modifîet evel en-deus c'hoant). Pal ar browser Mozilla zo respektiñ ar standardoù ha bud portabl - pezh ne ra ket kement-all e gonkurant Microsoft - e-serr moned buan memes tra.
An entite oc'h ober war dro developamant Mozilla zo Mozilla Foundation. Lañset e oa bet d'ar penn-kentañ gant Netscape. Bremañ e ra he hent he hunan, sikouret kenkoulous gant labour he volonterion ha gant arc'hant entreprisoù bras.
Penaos eo bet lokaliset en brezhoneg ?
Sonjet eo bet Mozilla ewid ma vefe aesig-a-walc'h da lakaad en yezhioù all. (Aesig-a-walc'h, namaed ez-eus war-dro 37 000 ger da droiñ, heb kontañ ar Sikour...) Se vez gwraet gant volonterion iwe, ekipoù pe tud o hunan distag deus Mozilla Foundation.
Al labour-lokalisañ-mañ zo bet komañset ba penn-kentañ bloaz 2000
(diwar un droidigezh deus Netscape 3 bet gwraet en 1998, - n'eo ket
dec'h...) Prest e oa ur «bakadenn-yezh» bêta en mis geñver
2002, hag unan ewid version gentañ Mozilla en mezheven
(a-raog na oa heni-ebed c'hoazh en galleg nag en spagnoleg).
Dibaoe eo bet newezet ar bakadenn-se ewid peb
version pennañ deus Mozilla (versionoù 1.1, 1.2.1, 1.3, 1.4, 1.5, 1.6 & 1.7).
Peb modul zo bet trôet, nemed ar Sikour. Dalc'het zo bet d'ur yezh tost d'ar brezhoneg komset, ha deus e spered,
setu ewid kaoseal deus traou hanter-deknik 'z-eus bet kemeret gerioù kar d'ar re implijet en galleg ha saosneg.
An doare-skrivañ zo an etrerannyezhel, peogwir n'eus ket med hennezh, etre doareoù-skrivañ brezhoneg a-vremañ,
da chom koherant, ewid ar pezh a sell deus distagatur an dialektoù ha deus istor ar yezh.
Fotoioù-skramm
Ur sort diaporama ewid tañva anehañ diouzhtu :

Navigator

Manifesto mud en ul langach semiteg...

Mail ha News
Penaos enstaliñ anehañ
- Da gentañ e vo red deoc'h enstaliñ Mozilla, mar n'ho-peus ket c'hoazh. Enstalit Mozilla en saosneg deus amañ ewid kaoud ar version diwezhañ (1.7.3). (Programmoù-enstaliñ en yezhioù all a hall bud kavet c'hoazh dre amañ).
- Lañsit anehañ.
- Enstalit ar bakadenn vrezhoneg. Dre ar menu, digorit Edit -> Preferences -> Appearance -> Languages ... ha klikit ar bouton Download more. Kasset e veoc'h d'ur bajenn wèb. Ewid kemer ar brezhoneg, klikit mac/unix/win e-tal ar ger Breton dindan niverenn ho version .
Goude an enstalassion
Goude, martese, e vo goulennet ganeoc'h adlañsal ar browser, pe rebootiñ ar sistem.
Diwar neuse e c'halloc'h choaj etre brezhoneg ha yezhioù all, deus ar prenestr-divis Edit -> Preferences -> Appearance -> Languages ... .
Firefox 2.0 (LanigTan)
A-benn enstaliñ anehi, gwrait evel-mañ :
- Enstalit Firefox en ur yezh all deus ar bajenn-mañ (dibabit ur yezh disponibl en versïon 2).
- Enstalit ar modul ewid chanch yezh Locale Switcher.
(Diwallit : Da gentañ e vo red deoc'h roiñ kred d'ar lec'hienn-mañ (tdsw.free.fr) da enstaliñ lojissieloù.) - Enstalit ar bakadenn Brezhoneg.
- Adlañsit Firefox. Mar n'eo ket en brezhoneg dijà, kemerit dre ar menu :
Outils -> Langue -> Breton. - Ewid distroiñ d'ar yezh gentañ, kemerit dre ar menu :
Benwiji -> Yezhioù -> Français (galleg),
Benwiji -> Yezhioù -> Brezhoneg (France) (pakadenn en brezhoneg "peurunvan")...
Firefox 1.5 (LanigTan)
A-benn enstaliñ anehi, gwrait evel-mañ :
- Red eo kaoud Firefox 1.5 en ur yezh all a-raog toud.
- Enstalit ar modul eskemm yezh Locale Switcher.
(Diwallit : Da gentañ e vo red deoc'h roiñ kred d'ar lec'hienn-mañ (tdsw.free.fr) da enstaliñ lojissieloù.) - Enstalit ar bakadenn Brezhoneg.
- Adlañsit Firefox. Mar n'eo ket en brezhoneg dijà, kemerit dre ar menu :
Outils -> Langue -> Breton. - Ewid distroiñ d'ar yezh gentañ, kemerit dre ar menu :
Benwiji -> Yezhioù -> Français (galleg),
Benwiji -> Yezhioù -> Brezhoneg (France) (pakadenn en brezhoneg "peurunvan")...
Firefox 1.0.1 (LanigTan)
A-benn enstaliñ anehi, gwrait evel-mañ :
- Red eo kaoud Firefox 1.0 en ur yezh all dijà.
- Enstalit ar modul eskemm yezh Locale Switcher.
- Enstalit ar bakadenn Brezhoneg.
- Adlañsit Firefox, ha kemerit dre ar menu :
Outils -> Langue -> br-FR (Brezhoneg tradissionel).
Thunderbird 1.0 (LapousKurun)
A-benn enstaliñ anehi, gwrait evel-mañ :
- War Windows : downloadit ar programm-enstaliñ (Thunderbird Setup 1.0.exe) hag egzekutit anehañ.